1 Peter 1:10 Cross References - Breton

Matthew 13:17

17 Rak, me a lavar deoc'h e gwirionez, kalz a brofeded hag a dud reizh o deus c'hoantaet gwelout ar pezh a welit, ha n'o deus ket e welet, ha klevout ar pezh a glevit, ha n'o deus ket e glevet.

Matthew 26:24

24 Mab an den, evit gwir, a ya hervez ar pezh a zo skrivet anezhañ; met gwalleur d'an den ma vo gwerzhet gantañ; gwell e vije d'an den-se, ne vije biken bet ganet.

Luke 10:24

24 Rak, me a lavar deoc'h, kalz a brofeded hag a rouaned o deus c'hoantaet gwelout ar pezh a welit ha n'o deus ket e welout, ha klevout ar pezh a glevit ha n'o deus ket e glevout.

Luke 24:25-27

25 Neuze e lavaras dezho: O tud hep skiant ha tud a galon gorrek da grediñ kement en deus lavaret ar brofeded! 26 Ha ne oa ket ret d'ar C'hrist gouzañv an traoù-se, ha mont en e c'hloar? 27 Neuze e tisplegas dezho an holl Skriturioù a gomze outañ adalek Moizez betek an holl brofeded.

Luke 24:44

44 Neuze e lavaras dezho: Setu ar pezh a lavaren deoc'h pa oan c'hoazh ganeoc'h, e oa ret ma vije peurc'hraet kement a zo bet skrivet diwar va fenn e lezenn Moizez, er Brofeded hag er Salmoù.

John 5:39

39 Furchal a rit ar Skriturioù, rak enno e kredit kaout ar vuhez peurbadus, hag int eo ar re a ro testeni ac'hanon.

John 7:52

52 Int a respontas dezhañ: Bez' out ivez Galileat? Evesha ha gwel: profed ebet a zo deuet eus Galilea.

Cross Reference data is from OpenBible.info, retrieved June 28, 2010, and licensed under a Creative Commons Attribution License.