Bible verses about "unbelievers" | Breton

John 14:15

15 Mar karit ac'hanon, mirit va gourc'hemennoù.

John 3:16

16 Rak kement en deus Doue karet ar bed, m'en deus roet e Vab nemetañ, evit na vo ket kollet piv bennak a gred ennañ, met m'en devo ar vuhez peurbadus.

Luke 10:30-37

30 Jezuz, oc'h adkemer ar gomz, a lavaras: Un den a ziskennas eus Jeruzalem da Jeriko, hag a gouezhas etre daouarn laeron a ziwiskas anezhañ; ha goude bezañ e vrevet a daolioù, ez ejont kuit, o lezel anezhañ hanter-varv. 31 Erruout a reas ma tiskennas ur beleg dre an hent-se, hag o vezañ gwelet an den, a dremenas e-biou. 32 Ul Leviad, o vezañ ivez deuet er memes lec'h, hag o welout anezhañ, a yeas e-biou. 33 Met ur Samaritan, o tremen e hent, a zeuas da gavout an den-mañ, hag o welout anezhañ en devoe truez outañ. 34 O tostaat, e lienas e c'houlioù, hag e lakaas warno eoul ha gwin. Goude e lakaas anezhañ war e varc'h, en kasas da un ostaleri, hag e kemeras preder anezhañ. 35 Antronoz, o vont kuit, e tennas daou ziner arc'hant, o roas d'an ostiz, hag e lavaras dezhañ: Az pez preder anezhañ, ha kement a zispign ouzhpenn, me en roio dit pa zistroin. 36 Pehini eta eus an tri-se a gav dit eo bet nesañ an hini a oa kouezhet etre daouarn al laeron? 37 An doktor a lavaras: An hini en deus graet trugarez en e geñver eo. Jezuz a lavaras eta dezhañ: Kae, ha gra ivez evel-se.

Topical data is from OpenBible.info, retrieved November 11, 2013, and licensed under a Creative Commons Attribution License.