Bible verses about "sadducees" | Breton

Mark 12:18-27

18 Neuze ar sadukeiz, hag a lavar n'eus ket a adsavidigezh a varv, a zeuas d'e gavout, hag a reas outañ ar goulenn-mañ: 19 Mestr, Moizez en deus gourc'hemennet deomp ma teuje breur unan bennak da vervel ha da lezel e wreg hep bugale, e vreur a zimezo d'e intañvez, evit sevel lignez d'e vreur. 20 Bez' e oa seizh breur. An hini kentañ, o vezañ kemeret ur wreg, a varvas hep lezel bugale. 21 An eil a gemeras anezhi, hag a varvas, hep lezel kennebeut a vugale. Hag an trede en hevelep doare. 22 Ar seizh breur a gemeras anezhi; ha ne lezjont ket a vugale. Ha d'an diwezhañ-holl, ar wreg a varvas ivez. 23 Da behini eta anezho e vo gwreg, en adsavidigezh a varv? Rak bet eo gwreg dezho o seizh. 24 Jezuz a respontas dezho: Ha n'oc'h ket en dallentez, dre n'anavezit ket ar Skriturioù, na galloud Doue? 25 Rak pa adsavor a varv, ar wazed n'o devo ket a wragez, nag ar gwragez a ezhec'h, met bez' e vint evel aeled en neñv. 26 Met diwar-benn an adsavidigezh a varv, ha n'hoc'h eus ket lennet e levr Moizez, penaos Doue a lavaras dezhañ er vodenn loskus: Me eo Doue Abraham, Doue Izaak, ha Doue Jakob? 27 Doue n'eo ket Doue ar re varv, met Doue ar re vev. En ur fazi bras oc'h eta.

Matthew 16:6

6 Jezuz a lavaras dezho: En em virit gant evezh eus goell ar farizianed hag ar sadukeiz.

Matthew 16:1

1 Ar farizianed hag ar sadukeiz a dostaas ouzh Jezuz, hag, evit e demptañ, a c'houlennjont outañ diskouez dezho ur mirakl eus an neñv.

Matthew 16:12

12 Neuze e komprenjont penaos n'en devoa ket lavaret: En em virit eus goell ar bara, met eus kelennadurezh ar farizianed hag ar sadukeiz.

Luke 20:27

27 Neuze hiniennoù a-douez ar sadukeiz, ar re a lavar n'eus ket a adsavidigezh a varv, a dostaas, hag a reas outañ ar goulenn-mañ:

Matthew 22:23

23 An hevelep devezh, ar sadukeiz, hag a lavar n'eus ket a adsavidigezh a varv, a zeuas da gavout Jezuz, hag a reas outañ ar goulenn-mañ:

Matthew 3:7

7 Eñ eta, o welout kalz a farizianed hag a sadukeiz o tont d'e vadeziant, a lavaras dezho: Lignez a naered-gwiber, piv en deus desket deoc'h tec'hel diouzh ar gounnar da zont?

Topical data is from OpenBible.info, retrieved November 11, 2013, and licensed under a Creative Commons Attribution License.