Bible verses about "recovery" | Breton

Luke 6:20-21

20 Neuze Jezuz a savas e zaoulagad war e ziskibien, o lavarout: Eürus oc'h, c'hwi a zo paour, rak rouantelezh Doue a zo deoc'h! 21 Eürus oc'h, c'hwi hoc'h eus naon bremañ, rak leuniet e viot! Eürus oc'h, c'hwi a ouel bremañ, rak karget e viot gant levenez!

Luke 14:12-14

12 Hag e lavaras d'an hini en devoa e bedet: Pa ri ul lein pe ur goan, na bed ket da vignoned, na da vreudeur, na da gerent, na da amezeien binvidik, gant aon na bedfent ac'hanout d'o zro, ha na rafent dit ar memes tra. 13 Met pa ri ur fest, ped ar beorien, ar re vac'hagnet, ar re gamm, ar re dall. 14 Hag e vi eürus dre ma ne c'hellont ket e rentañ dit, rak te az po ar pae en adsavidigezh ar re reizh.

John 3:7-18

7 Na vez ket souezhet eus ar pezh am eus lavaret dit: Ret eo ma viot ganet a-nevez. 8 An avel a c'hwezh e-lec'h ma kar, hag e klevez an trouz; met n'ouzout ket nag a-belec'h e teu, na pelec'h ez a. Evel-se e c'hoarvez gant pep den a zo ganet eus ar Spered. 9 Nikodem a lavaras dezhañ: Penaos e c'hell an traoù-se en em ober? 10 Jezuz a respontas dezhañ: Te a zo doktor Israel, ha n'ouzout ket an traoù-se? 11 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit: ni a lavar ar pezh a ouzomp, hag e roomp testeni eus ar pezh hon eus gwelet, met ne zegemerit ket hon testeni. 12 Ma ne gredit ket pa em eus komzet deoc'h eus traoù douarel, penaos e kredot pa gomzin deoc'h eus traoù neñvel? 13 Den n'eo pignet en neñv, nemet an hini a zo diskennet eus an neñv, Mab an den [a zo en neñv]. 14 Hag evel ma savas Moizez an naer el lec'h distro, evel-se eo ret e vo savet Mab an den, 15 evit [na vo ket kollet] piv bennak a gred ennañ, [met ma] en devo ar vuhez peurbadus. 16 Rak kement en deus Doue karet ar bed, m'en deus roet e Vab nemetañ, evit na vo ket kollet piv bennak a gred ennañ, met m'en devo ar vuhez peurbadus. 17 Rak Doue n'en deus ket kaset e Vab er bed evit barn ar bed, met evit ma vo salvet ar bed drezañ. 18 An hini a gred ennañ n'eo ket barnet, met an hini na gred ket a zo dija barnet, abalamour n'en deus ket kredet e anv Mab nemetañ Doue.

Luke 4:16-21

16 Jezuz a zeuas da Nazared, e-lec'h ma oa bet savet, hag ez eas, hervez e c'hiz, er sinagogenn deiz ar sabad. Sevel a reas evit lenn. 17 Neuze e voe roet dezhañ levr ar profed Izaia, hag o vezañ displeget al levr, e kavas al lec'h ma oa skrivet ennañ: 18 Spered an Aotrou a zo warnon; abalamour da-se en deus va eouliet evit prezeg an Aviel d'ar beorien; [kaset en deus ac'hanon evit yac'haat ar re o deus ar c'halon flastret,] evit embann an dasprenadur d'ar re dalc'het, ha distro ar gweled d'ar re dall, da gas er frankiz ar re gwasket, 19 ha da embann bloavezh trugarezus an Aotrou. 20 Goude bezañ pleget al levr hag e roet d'ar servijer, ec'h azezas; daoulagad an holl er sinagogenn a selle pizh outañ. 21 Neuze en em lakaas da lavarout dezho: Ar gomz-mañ eus ar Skritur a zo peurc'hraet hiziv, hag he c'hlevet hoc'h eus.

Topical data is from OpenBible.info, retrieved November 11, 2013, and licensed under a Creative Commons Attribution License.