Bible verses about "priorities" | Breton

Mark 8:36-37

36 Rak petra a dalvfe d'un den gounit ar bed holl, ma kollfe e ene? 37 Pe petra a rofe an den e trok ouzh e ene?

John 14:15

15 Mar karit ac'hanon, mirit va gourc'hemennoù.

Luke 10:38-42

38 Evel ma oant en hent, ez eas en ur vourc'h, hag ur wreg anvet Marta en degemeras en he zi. 39 Ur c'hoar he devoa, anvet Mari; homañ, oc'h en em zerc'hel azezet ouzh treid Jezuz, a selaoue e gomzoù. 40 Marta a oa prederiet gant al labour en ti; o vezañ deuet, e lavaras: Aotrou, ha n'evezhiez ket penaos va c'hoar am lez da servijañ va-unan? Lavar dezhi eta va sikour. 41 Jezuz a respontas dezhi: Marta, Marta, te en em laka e poan hag en em nec'h gant kalz a draoù; 42 met un dra hepken a zo ret; Mari he deus dibabet al lodenn wellañ, ha ne vo ket lamet diganti.

Luke 12:22-34

22 Neuze e lavaras d'e ziskibien: Dre-se, e lavaran deoc'h: Na vezit ket nec'het evit ho puhez, eus ar pezh a zebrot, nag evit ho korf, gant petra e viot gwisket. 23 Ar vuhez a zo muioc'h eget ar boued, hag ar c'horf muioc'h eget an dilhad. 24 Sellit ouzh ar brini: ne hadont ha ne vedont ket, n'o deus na kav na solier, ha Doue o mag; pegement ne dalvezit ket muioc'h eget laboused? 25 Piv ac'hanoc'h a c'hell, gant e holl enkrez, astenn e vuhez eus un ilinad? 26 Ma ne c'hellit ket eta ober memes an traoù bihanañ, perak oc'h nec'het gant ar peurrest? 27 Sellit penaos e kresk al lili: ne labouront ket, ne nezont ket; koulskoude, e lavaran deoc'h penaos Salomon memes en e holl c'hloar, n'eo ket bet gwisket evel unan anezho. 28 Mar gwisk eta Doue evel-se ar geot a zo hiziv er parkeier, hag a vo warc'hoazh taolet er forn, pegement muioc'h e wisko ac'hanoc'h-hu, tud a nebeud a feiz? 29 Ha n'en em lakait ket e poan eus ar pezh a zebrot, pe eus ar pezh a evot, ha na vezit ket nec'het. 30 Rak tud ar bed eo, a glask an holl draoù-se. Ho Tad a oar hoc'h eus ezhomm anezho. 31 Klaskit kentoc'h rouantelezh Doue, hag an holl draoù-se a vo roet deoc'h ouzhpenn. 32 Na'z pez ket aon, tropell bihan, rak plijet eo bet gant ho Tad reiñ deoc'h ar rouantelezh. 33 Gwerzhit ar pezh hoc'h eus, hag roit eñ en aluzen. En em rit yilc'hier deoc'h ha ne goshaint ket, un teñzor en neñv ha ne vanko biken, a-belec'h al laeron ne dostaont ket, hag e-pelec'h ar preñved ne zistrujont ket. 34 Rak el lec'h ma'z emañ ho teñzor, eno ivez e vo ho kalon.

Luke 12:34

34 Rak el lec'h ma'z emañ ho teñzor, eno ivez e vo ho kalon.

Matthew 6:33

33 Klaskit kentoc'h rouantelezh Doue hag e reizhder, hag an holl draoù-se a vo roet deoc'h ouzhpenn.

Topical data is from OpenBible.info, retrieved November 11, 2013, and licensed under a Creative Commons Attribution License.