Bible verses about "obsession" | Breton

John 15:5

5 Me eo ar winienn, ha c'hwi eo ar brankoù. An hini a chom ennon ha ma choman ennañ, a zoug kalz a frouezh; rak hepdon ne c'hellit ober netra.

John 8:32

32 Anavezout a reot ar wirionez, hag ar wirionez ho tizereo.

Matthew 6:24

24 Den ebet ne c'hell servijañ daou vestr; rak, pe e kasaio unan hag e karo egile, pe en em stago ouzh unan hag e tisprizo egile. Ne c'hellit ket servijañ Doue ha Mammon.

Mark 7:20-23

20 Lavarout a rae eta: Ar pezh a zeu eus an den, eo ar pezh a hudara anezhañ. 21 Rak a-ziabarzh, eus kalon an dud eo, e teu ar soñjoù fall, an avoultriezhioù, ar gastaouerezhioù, al lazherezhioù, al laeroñsioù, 22 an avaristed, ar fallentezoù, ar faosoni, al loustoni, al lagad avius, an droukkomz, an ourgouilh, ar follentez. 23 An holl fallentezoù-se a zeu eus an diabarzh hag a hudara an den.

Mark 12:29-31

29 Jezuz a respontas dezhañ: Ar c'hentañ eus an holl c'hourc'hemennoù eo: Selaou Israel, an Aotrou hon Doue eo an Aotrou hepken. 30 Karout a ri an Aotrou da Zoue, eus da holl galon, eus da holl ene, eus da holl soñj, hag eus da holl nerzh. [Hennezh eo ar c'hentañ gourc'hemenn.] 31 Ha setu an eil [a zo heñvel outañ]: Karout a ri da nesañ eveldout da-unan. N'eus ket a c'hourc'hemennoù all brasoc'h eget ar re-mañ.

Topical data is from OpenBible.info, retrieved November 11, 2013, and licensed under a Creative Commons Attribution License.