Bible verses about "lost" | Breton

John 14:23-15:17

23 Jezuz a respontas dezhañ: Mar kar unan bennak ac'hanon, e viro va ger, ha va Zad a garo anezhañ, hag e teuimp d'e gavout, hag e raimp hor chomaj gantañ. 24 An hini na gar ket ac'hanon, ne vir ket va gerioù; hag ar ger hoc'h eus klevet n'eo ket ac'hanon-me, met eus an Tad en deus va c'haset. 25 Lavarout a ran deoc'h an traoù-mañ e-pad ma choman ganeoc'h. 26 Met ar Frealzer, ar Spered-Santel a gaso an Tad em anv, a gelenno deoc'h an holl draoù, hag a zegaso soñj deoc'h e kement am eus lavaret deoc'h. 27 Lezel a ran ganeoc'h ar peoc'h; reiñ a ran deoc'h va feoc'h; ne roan ket anezhi deoc'h evel ma ro ar bed. Na vezet ket ho kalon nec'het, na spontet. 28 Klevet hoc'h eus em eus lavaret deoc'h: Mont a ran kuit, hag e tistroan davedoc'h. Mar karjec'h ac'hanon, ho pije levenez eus ar pezh am eus lavaret: Mont a ran da gavout an Tad; rak va Zad a zo brasoc'h egedon. 29 Ha me am eus e lavaret deoc'h bremañ, a-raok ma erruo an dra, evit pa vo erruet, e kredot. 30 Ne gomzin ken kalz ganeoc'h, rak priñs ar bed-mañ a zeu; ha n'en deus netra ennon. 31 Met evit ma'c'h anavezo ar bed penaos e karan va Zad, ha penaos e ran ar pezh en deus an Tad gourc'hemennet din, savit ha deomp ac'hann.

John 15:1-17

1 Me eo ar wir winienn, ha va Zad eo ar gwinier. 2 Lemel a ra ac'hanon kement brank na zoug ket a frouezh; hag e tivarr kement brank a zoug frouezh, evit ma tougo c'hoazh muioc'h a frouezh. 3 Dija oc'h-hu glan, abalamour d'ar gomz am eus lavaret deoc'h. 4 Chomit ennon, hag e chomin ennoc'h. Evel na c'hell ket ar brank dougen frouezh anezhañ e-unan, ma ne chom stag ouzh ar winienn, c'hwi ne c'hellot ket kennebeut ma ne chomit ket ennon. 5 Me eo ar winienn, ha c'hwi eo ar brankoù. An hini a chom ennon ha ma choman ennañ, a zoug kalz a frouezh; rak hepdon ne c'hellit ober netra. 6 Ma ne chom ket unan bennak ennon, taolet eo er-maez evel ar brank, hag e sec'h; neuze e tastumer ar brankoù, o zaoler en tan hag e tevont. 7 Mar chomit ennon, ha mar chom va gerioù ennoc'h, c'hwi a c'houlenno ar pezh a fello deoc'h, hag ho po anezhañ. 8 Roet e vo gloar da'm Zad, mar dougit kalz a frouezh, ha c'hwi a vo va diskibien. 9 Evel m'en deus an Tad va c'haret, me am eus ivez ho karet; chomit em c'harantez. 10 Mar mirit va gourc'hemennoù, e chomot em c'harantez, evel ma em eus miret gourc'hemennoù va Zad, hag e choman en e garantez. 11 Lavaret em eus deoc'h an traoù-mañ, evit ma chomo va levenez ennoc'h, ha ma vo ho levenez peurleuniet. 12 Va gourc'hemenn eo, ma en em garot an eil egile, evel ma em eus ho karet. 13 Den n'en deus brasoc'h karantez eget an hini a ro e vuhez evit e vignoned. 14 C'hwi a vo va mignoned, mar grit kement a c'hourc'hemennan deoc'h. 15 N'ho kalvan ken servijerien, rak ar servijer ne oar ket petra a ra e vestr, met ho kervel a ran mignoned, abalamour ma em eus roet deoc'h da anavezout kement am eus klevet gant va Zad. 16 N'eo ket c'hwi hoc'h eus va choazet, met me eo am eus ho choazet, hag am eus ho lakaet, evit ma'z eot, ha ma tougot frouezh, ha ma vo ho frouezh kendalc'hus, ha ma roio va Zad deoc'h ar pezh a c'houlennot outañ em anv. 17 Ar pezh a c'hourc'hemennan deoc'h eo ma en em garot an eil egile.

Topical data is from OpenBible.info, retrieved November 11, 2013, and licensed under a Creative Commons Attribution License.