Bible verses about "hating" | Breton

Matthew 5:38-39

38 Klevet hoc'h eus c'hoazh penaos eo bet lavaret d'ar re gozh: Lagad evit lagad, ha dant evit dant. 39 Met me a lavar deoc'h: Na enebit ket ouzh an hini drouk; d'an hini a sko ac'hanout war ar jod dehou, tro eben outañ.

Matthew 26:52-54

52 Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: Laka da gleze en e lec'h; rak an holl re a gemero ar c'hleze, a varvo dre ar c'hleze. 53 Ha soñjal a rez na c'hellfen ket pediñ va Zad, hag e rofe din raktal ouzhpenn daouzek lejion aeled? 54 Penaos eta e vefe peurc'hraet ar Skriturioù a lavar e tle an traoù c'hoarvezout evel-se?

Matthew 4:1-25

1 Neuze Jezuz a voe kaset gant ar Spered el lec'h distro, evit bezañ temptet gant an diaoul. 2 Goude m'en devoe yunet daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh, en devoe naon. 3 An tempter, o vezañ tostaet outañ, a lavaras dezhañ: Mar dout Mab Doue, gourc'hemenn d'ar mein-se dont da vezañ bara. 4 Met eñ a respontas: Skrivet eo: An den ne vevo ket a vara hepken, met gant pep ger a zeu eus genou Doue. 5 Neuze an diaoul en kasas er gêr santel, a lakaas anezhañ war lein an templ, 6 hag a lavaras dezhañ: Mar dout Mab Doue, en em daol d'an traoñ, rak skrivet eo: Gourc'hemenn a raio d'e aeled kaout evezh ouzhit, ha: dougen a raint ac'hanout etre o daouarn, gant aon na stokfe da droad ouzh ur maen bennak. 7 Jezuz a respontas dezhañ: Skrivet eo ivez: Na dempti ket an Aotrou da Zoue. 8 An diaoul en kasas c'hoazh war ur menez uhel meurbet, a ziskouezas dezhañ holl rouantelezhioù ar bed hag o gloar, 9 hag a lavaras dezhañ: An holl draoù-se a roin dit, mar daoulinez da'm azeuliñ. 10 Jezuz a respontas dezhañ: A-dreñv din, Satan! Rak skrivet eo: Azeuliñ a ri an Aotrou da Zoue, ha ne serviji nemetañ. 11 Neuze an diaoul en lezas; ha setu, aeled a zeuas hag a servijas anezhañ. 12 Met pa glevas Jezuz e oa bet lakaet Yann er prizon, en em dennas e Galilea. 13 O vezañ kuitaet Nazared, e teuas da chom e Kafarnaoum, kêr arvorek, war harzoù Zabulon ha Neftali, 14 evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed Izaia: 15 Douar Zabulon ha douar Neftali, ar vro a zo war hent ar mor, en tu all d'ar Jordan, Galilea ar baganed, 16 ar bobl a oa azezet en deñvalijenn, he deus gwelet ur sklêrijenn vras; hag ar sklêrijenn a zo savet war ar re a oa azezet e bro hag e skeud ar marv. 17 Adalek neuze, Jezuz en em lakaas da brezeg, ha da lavarout: Ho pet keuz rak rouantelezh an neñvoù a zo tost. 18 Hag, evel ma valee a-hed mor Galilea, e welas daou vreur, Simon a c'halver Pêr, hag Andrev e vreur, o teurel o roued er mor, rak pesketaerien e oant. 19 Lavarout a reas dezho: Heuilhit ac'hanon, ha me ho raio pesketaerien dud. 20 Kerkent, o lezel o rouedoù, e heuilhjont anezhañ. 21 Hag ac'hano, o vont un tamm a-raokoc'h, e welas daou vreur all, Jakez mab Zebedea, ha Yann e vreur, a oa en ur vag gant Zebedea o zad, o fichañ o rouedoù. Gervel a reas anezho. 22 Int, raktal, o lezel o bag hag o zad, a heulias anezhañ. 23 Jezuz a valeas dre holl C'halilea, o kelenn en o sinagogennoù, o prezeg keloù mat ar rouantelezh, hag o yac'haat kement kleñved ha kement mac'hagn a oa e-touez ar bobl. 24 Ar vrud anezhañ en em skuilhe dre holl Siria, hag e tegasent dezhañ an holl re glañv, re dalc'het gant meur a boan ha gant meur a zroug, re dalc'het gant diaoulien, re loariek, re seizet, hag eñ a yac'hae anezho. 25 Ul lod bras a dud a heulie anezhañ eus Galilea, eus Dekapoliz, eus Jeruzalem, eus Judea, hag eus an tu all d'ar Jordan.

Matthew 5:1-48

1 O welout ar bobl-se, Jezuz a bignas war ur menez, hag, o vezañ azezet, e ziskibien a dostaas outañ. 2 O tigeriñ e c'henou, e kelenne anezho, en ur lavarout: 3 Eürus ar re baour er spered, rak rouantelezh an neñvoù a zo dezho! 4 Eürus ar re a zo er glac'har, rak int a vo frealzet! 5 Eürus ar re a zo hegarat, rak int a resevo an douar da hêrezh! 6 Eürus ar re o deus naon ha sec'hed eus ar reizhder, rak int o devo o gwalc'h! 7 Eürus ar re drugarezus, rak int a gavo trugarez! 8 Eürus ar re o deus ur galon glan, rak int a welo Doue! 9 Eürus ar re a zegas ar peoc'h, rak int a vo galvet bugale Doue! 10 Eürus ar re a zo gwallgaset abalamour d'ar reizhder, rak rouantelezh an neñvoù a zo dezho! 11 Eürus e viot, pa zeuio an dud d'ho tismegañsiñ, d'ho kwallgas, ha da lavarout dre c'haou pep seurt droug a-enep deoc'h abalamour din. 12 En em laouenait, ha tridit gant levenez, rak ho kopr a vo bras en neñvoù; rak evel-se eo bet gwallgaset ar brofeded hag a zo bet araozoc'h. 13 C'hwi a zo holen an douar; met mar koll an holen e vlaz, gant petra e vo e roet en-dro dezhañ? N'eo mui mat, nemet da vezañ taolet er-maez, ha da vezañ mac'het gant treid an dud. 14 C'hwi a zo sklêrijenn ar bed; ur gêr savet war ur menez ne c'hell ket bezañ kuzhet; 15 ha ne vez ket enaouet ur c'houlaouenn evit he lakaat dindan ar boezell, met evit he lakaat war ur c'hantolor, hag e sklêrijenno holl dud an ti. 16 Ra lugerno evel-se ho sklêrijenn dirak an dud, evit ma welint ho madoberoù, ha ma teuint da reiñ gloar d'ho Tad a zo en neñvoù. 17 Na soñjit ket e vefen deuet evit diskar al lezenn pe ar brofeded; n'on ket deuet evit diskar, met evit peurober. 18 Rak, me a lavar deoc'h e gwirionez, betek ma tremeno an neñv hag an douar, ne dremeno ket eus al lezenn, nag un iota, nag ur poentig a lizherenn, ken na vo peurc'hraet holl. 19 Piv bennak eta a dorro an disterañ eus ar gourc'hemennoù-mañ, hag a zesko evel-se d'an dud, a vo galvet ar bihanañ e rouantelezh an neñvoù; met piv bennak o miro hag o desko d'ar re all, hennezh a vo galvet bras e rouantelezh an neñvoù. 20 Rak, me a lavar deoc'h, ma ne da ket ho reizhder dreist hini ar skribed hag ar farizianed, n'antreot ket e rouantelezh an neñvoù. 21 Klevet hoc'h eus penaos eo bet lavaret d'ar re gozh: Ne lazhi ket; rak piv bennak a lazho, a vo dleet dezhañ ar varnedigezh. 22 Met me a lavar deoc'h penaos piv bennak a fuloro ouzh e vreur [hep abeg], a vo dleet dezhañ ar varnedigezh; an hini a lavaro d'e vreur: Raka! a zo dleet dezhañ bezañ kastizet gant ar sanedrin; hag an hini a lavaro d'e vreur: Diskiant! a zo dleet dezhañ bezañ kastizet gant tan ar gehenn. 23 Mar degasez eta da brof d'an aoter, hag e teu soñj dit eno en deus da vreur un dra bennak en da enep, 24 lez eno da brof dirak an aoter, ha kae da gentañ d'en em unvaniñ gant da vreur; ha, goude-se, deus, ha kinnig da brof. 25 En em laka a-unvan hep dale gant da enebour, e-pad ma'z emaout en hent gantañ, gant aon na lakafe ac'hanout etre daouarn ar barner, ha na rafe ar barner da reiñ da ofiser ar justis, ha na vefes lakaet er prizon. 26 E gwirionez, me a lavar dit, ne zeui ket er-maez ac'hano, ken na vo paeet ganit an diwezhañ liard. 27 Klevet hoc'h eus penaos eo bet lavaret [d'ar re gozh]: Ne ri ket avoultriezh. 28 Met me a lavar deoc'h penaos piv bennak a sell ouzh ur vaouez gant c'hoantegezh anezhi, en deus dija graet avoultriezh ganti en e galon. 29 Ma ra da lagad dehou lakaat ac'hanout da gouezhañ, diframm anezhañ, ha taol anezhañ pell diouzhit; rak gwelloc'h eo dit koll unan eus da izili, eget na vo taolet da holl gorf er gehenn. 30 Ha ma ra da zorn dehou lakaat ac'hanout da gouezhañ, troc'h anezhañ, ha taol anezhañ pell diouzhit; rak gwelloc'h eo dit koll unan eus da izili, eget na vo taolet da holl gorf er gehenn. 31 Lavaret eo bet ivez: Piv bennak a gaso kuit e wreg, ra roio dezhi ur skrid a dorr-dimeziñ. 32 Met me a lavar deoc'h, piv bennak a gas kuit e wreg, nemet evit difealded, a laka anezhi da vezañ avoultrerez, ha piv bennak a zimez d'ur wreg a zo bet kaset kuit, a ra avoultriezh. 33 Klevet hoc'h eus c'hoazh penaos eo bet lavaret d'ar re gozh: Ne doui ket e gaou, met mirout a ri al leoù az po graet da Zoue. 34 Met me a lavar deoc'h: Na douit ket a-grenn, na dre an neñv, rak tron Doue eo, 35 na dre an douar, rak skabell e dreid eo, na dre Jeruzalem, rak kêr ar Roue bras eo. 36 Na dou ket kennebeut dre da benn, rak ne c'hellez ket ober da ur vlevenn bezañ gwenn pe du. 37 Met ra vo ho komz, ya, ya, nann, nann; ar pezh a lavarer ouzhpenn a zeu eus an droug. 38 Klevet hoc'h eus c'hoazh penaos eo bet lavaret d'ar re gozh: Lagad evit lagad, ha dant evit dant. 39 Met me a lavar deoc'h: Na enebit ket ouzh an hini drouk; d'an hini a sko ac'hanout war ar jod dehou, tro eben outañ. 40 Mar fell da unan bennak prosezañ ouzhit ha kemer da vantell, laosk ivez gantañ da doneg. 41 Mar fell da unan bennak ober dit mont gantañ e-pad ur mil, gra daou vil gantañ. 42 Ro d'an neb a c'houlenn ouzhit, ha na zistro ket diouzh an hini a fell dezhañ amprestañ diganit. 43 Klevet hoc'h eus penaos eo bet lavaret: Karout a ri da nesañ, hag e kasai da enebour. 44 Met me a lavar deoc'h-hu: Karit hoc'h enebourien, bennigit ar re a villig ac'hanoc'h, grit vad d'ar re a gasa ac'hanoc'h, ha pedit evit ar re ho kwallgas hag hoc'h heskin, 45 evit ma viot bugale ho Tad a zo en neñvoù; rak eñ a ra d'e heol sevel war ar re fall ha war ar re vat, hag a laka ar glav da gouezhañ war ar re reizh ha war ar re direizh. 46 Rak ma ne garit nemet ar re ho kar, peseurt gopr ho po? Ha ne ra ket memes ar bublikaned kement-se? 47 Ha ma ne saludit nemet ho preudeur, petra a rit dreist ar re all? Ha ne ra ket memes ar bublikaned kement-se? 48 Bezit eta parfet, evel ma'z eo parfet ho Tad a zo en neñvoù.

Topical data is from OpenBible.info, retrieved November 11, 2013, and licensed under a Creative Commons Attribution License.