Bible verses about "friend" | Breton

Matthew 18:15

15 Mar en deus pec'het da vreur a-enep dit, kae ha tamall anezhañ etre te hag eñ e-unan; mar selaou ac'hanout, ez po gounezet da vreur.

John 15:14-15

14 C'hwi a vo va mignoned, mar grit kement a c'hourc'hemennan deoc'h. 15 N'ho kalvan ken servijerien, rak ar servijer ne oar ket petra a ra e vestr, met ho kervel a ran mignoned, abalamour ma em eus roet deoc'h da anavezout kement am eus klevet gant va Zad.

John 15:12

12 Va gourc'hemenn eo, ma en em garot an eil egile, evel ma em eus ho karet. 13 Den n'en deus brasoc'h karantez eget an hini a ro e vuhez evit e vignoned.

Topical data is from OpenBible.info, retrieved November 11, 2013, and licensed under a Creative Commons Attribution License.