Bible verses about "exorcism" | Breton

Luke 4:33-36

33 Bez' e oa er sinagogenn un den dalc'het gant ur spered a ziaoul hudur, hag a grie gant ur vouezh uhel: 34 A! Petra a zo etre te ha ni, Jezuz a Nazared? Ha deuet out evit hor c'holl? Me a oar piv out: Sant Doue. 35 Jezuz a c'hourdrouzas anezhañ, o lavarout: Tav, ha kae eus an den-se. An diaoul, o vezañ e stlapet er c'hreiz, a yeas kuit anezhañ, hep ober droug ebet dezhañ. 36 Spouronet e voent holl, hag e lavarent etrezo: Petra eo kement-mañ? Gourc'hemenn a ra gant galloud ha nerzh d'ar speredoù hudur, hag ez eont kuit.

Mark 9:17-29

17 Hag un den eus ar bobl, o kemer ar gomz, a lavaras: Mestr, degaset em eus dit va mab hag a zo dalc'het gant ur spered mut, 18 e pelec'h bennak ma krog ennañ, e taol anezhañ d'an douar, e tispenn anezhañ, hag eñ a eon, a c'hrigoñs e zent, hag en em disec'h; hag em eus pedet da ziskibien d'e gas kuit, met n'o deus ket gallet. 19 Neuze Jezuz a lavaras dezho: O rummad diskredik, betek pegeit e vin ganeoc'h? Betek pegeit e c'houzañvin ac'hanoc'h? Degasit eñ din. 20 E zegas a rejont eta dezhañ; ha raktal ma welas Jezuz, ar spered a zifretas anezhañ gant nerzh, hag e kouezhas d'an douar, hag en em ruilhe oc'h eoniñ. 21 Neuze Jezuz a c'houlennas ouzh e dad: Pegeit amzer a zo abaoe ma c'hoarvez kement-mañ gantañ? Eñ a respontas: Abaoe e vugaleaj. 22 Hag ar spered en deus e daolet alies en tan hag en dour, evit e lakaat da vervel; met mar gellez un dra bennak, sikour ac'hanomp, hag az pez truez ouzhimp. 23 Jezuz a lavaras dezhañ: Mar gellez! ..., pep tra a c'hell c'hoarvezout evit an hini a gred. 24 Kerkent tad ar bugel a grias [gant daeroù]: Me a gred, [Aotrou,] va nerzh em diskredoni! 25 Ha Jezuz, o welout ar bobl o redek a vandenn, a c'hourdrouzas start ar spered hudur hag a lavaras dezhañ: Spered mut ha bouzar, me a c'hourc'hemenn dit, me, kae kuit eus ar bugel-se, ha na da ken ennañ. 26 Ar spered a yeas kuit, o tifretañ anezhañ gant nerzh hag o leuskel ur griadenn vras; ar bugel a zeuas evel marv, en hevelep doare ma lavare meur a hini: Marv eo. 27 Met Jezuz, o kemer e zorn, a reas dezhañ sevel; hag en em zalc'has en e sav. 28 Pa voe aet Jezuz en ti, e ziskibien a c'houlennas digantañ a-du: Perak n'hon eus ket gallet kas kuit an diaoul-se? 29 Eñ a respontas dezho: Ar seurt diaoulien-se ne c'hellont mont kuit nemet dre ar bedenn [hag ar yun].

Mark 5:8

8 Rak Jezuz a lavare dezhañ: Spered hudur, kae eus an den-se.

Luke 9:42

42 Evel ma tostae, an diaoul en stlapas d'an douar, hag a zifretas start anezhañ; met Jezuz a c'hourdrouzas ar spered hudur, a yac'haas ar bugel, hag en roas d'e dad.

Luke 10:17

17 An dek ha tri-ugent a zistroas gant levenez, o lavarout: Aotrou, zoken an diaoulien a zouj ac'hanomp ez anv.

Luke 9:49-50

49 Yann, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Mestr, ni hon eus gwelet unan o kas kuit an diaoulien ez anv, hag hon eus difennet-se outañ, abalamour ne heul ket ac'hanomp. 50 Jezuz a lavaras dezhañ: Na zifennit ket outañ; rak an neb n'emañ ket a-enep deomp, a zo evidomp.

Luke 11:20

20 Met mar kasan kuit an diaoulien dre viz Doue, eo eta gwir penaos eo deuet rouantelezh Doue betek ennoc'h.

Mark 5:13

13 Raktal Jezuz o lezas da vont. Neuze ar speredoù hudur-mañ, o vezañ aet er-maez, a yeas er moc'h, hag ar vandenn voc'h en em daolas eus al lec'h uhel-se er mor, hag e oant beuzet er mor; bez' e oa anezho war-dro daou vil.

Mark 9:38

38 Neuze Yann, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Mestr, ni hon eus gwelet unan o kas kuit an diaoulien ez anv, hag hon eus difennet-se outañ, abalamour na heul ket ac'hanomp.

Luke 10:19

19 Setu, e roan deoc'h ar galloud da gerzhout war an naered, war ar c'hruged, ha war holl nerzhoù an enebour; ha netra ne c'hello noazout ouzhoc'h.

Mark 16:16-18

16 An hini a gredo hag a vo badezet a vo salvet; met an hini na gredo ket a vo kondaonet. 17 Ha setu ar mirakloù a heulio ar re o devo kredet: Kas a raint kuit an diaoulien em anv; komz a raint yezhoù nevez; 18 kemer a raint an naered; mar evont un dra marvus bennak, ne raio ket a boan dezho; lakaat a raint o daouarn war ar re glañv, hag e vint yac'haet.

Topical data is from OpenBible.info, retrieved November 11, 2013, and licensed under a Creative Commons Attribution License.