Bible verses about "conception" | Breton

Luke 1:36

36 Ha setu, Elizabed da geniterv a zoug ivez ur mab en he c'hozhni, hag hemañ eo ar c'hwec'hvet miz eus an hini a oa galvet gaonac'h.

Luke 1:24

24 Un nebeut amzer goude, Elizabed, e wreg, en em gavas dougerez, hag en em guzhas e-pad pemp miz, o lavarout: 25 Evel-se eo, en deus graet an Aotrou em c'heñver en deizioù-mañ, m'en deus sellet ouzhin, evit lemel an dismegañs a oa warnon dirak an dud.

Luke 1:37

37 Rak n'eus netra dibosupl da Zoue.

Luke 1:31-35

31 Setu, te a vo dougerez, hag e c'hani ur mab, hag e c'halvi e anv Jezuz. 32 Bras e vo, hag e vo galvet mab an Uhelañ-Meurbet, hag an Aotrou Doue a roio dezhañ tron David e dad. 33 Ren a raio da virviken war diegezh Jakob, hag e ren n'en devo ken a fin. 34 Neuze Mari a lavaras d'an ael: Penaos e c'hoarvezo kement-se, pa n'anavezan gwaz ebet? 35 An ael a respontas dezhi: Ar Spered-Santel a zeuio warnout, ha galloud an Uhelañ-Meurbet a c'holoio ac'hanout gant e skeud; dre-se ar bugel santel a vo ganet ac'hanout a vo galvet Mab Doue.

Topical data is from OpenBible.info, retrieved November 11, 2013, and licensed under a Creative Commons Attribution License.