Bible verses about "community" | Breton

Matthew 5:13-16

13 C'hwi a zo holen an douar; met mar koll an holen e vlaz, gant petra e vo e roet en-dro dezhañ? N'eo mui mat, nemet da vezañ taolet er-maez, ha da vezañ mac'het gant treid an dud. 14 C'hwi a zo sklêrijenn ar bed; ur gêr savet war ur menez ne c'hell ket bezañ kuzhet; 15 ha ne vez ket enaouet ur c'houlaouenn evit he lakaat dindan ar boezell, met evit he lakaat war ur c'hantolor, hag e sklêrijenno holl dud an ti. 16 Ra lugerno evel-se ho sklêrijenn dirak an dud, evit ma welint ho madoberoù, ha ma teuint da reiñ gloar d'ho Tad a zo en neñvoù.

Matthew 18:20

20 Rak e-lec'h ma ez eus daou pe dri dastumet em anv, emaon eno en o c'hreiz.

Matthew 22:37-40

37 Jezuz a respontas dezhañ: Karout a ri an Aotrou da Zoue, eus da holl galon, eus da holl ene, hag eus da holl soñj. 38 Hennezh eo ar c'hentañ hag ar brasañ eus ar gourc'hemennoù. 39 Ha setu an eil a zo heñvel outañ: Karout a ri da nesañ eveldout da-unan. 40 Eus an daou c'hourc'hemenn-se, e talc'h an holl lezenn hag ar brofeded.

Topical data is from OpenBible.info, retrieved November 11, 2013, and licensed under a Creative Commons Attribution License.