Bible verses about "communion" | Breton

Mark 14:22-25

22 Evel ma tebrent, Jezuz a gemeras bara ha, goude bezañ trugarekaet, e torras anezhañ, hag en roas dezho, o lavarout: Kemerit, [debrit,] hemañ eo va c'horf. 23 Kemer a reas ivez an hanaf ha, goude bezañ trugarekaet, en roas dezho, hag ec'h evjont holl dioutañ. 24 Hag e lavaras dezho: Hemañ eo va gwad, ar gwad eus an emglev [nevez], skuilhet evit kalz. 25 Me a lavar deoc'h e gwirionez, n'evin mui eus frouezh ar gwini, betek an deiz ma'c'h evin anezhañ nevez e rouantelezh Doue.

Luke 22:19-20

19 Neuze e kemeras bara hag, o vezañ trugarekaet, e torras anezhañ, hag en roas dezho, o lavarout: Hemañ eo va c'horf, an hini a zo roet evidoc'h; grit kement-mañ en eñvor ac'hanon. 20 En hevelep doare, goude bezañ koaniet, e roas dezho an hanaf, o lavarout: An hanaf-mañ eo an emglev nevez em gwad, an hini a zo skuilhet evidoc'h.

John 6:53-58

53 Jezuz a lavaras dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h: Ma ne zebrit ket kig Mab an den, ha ma n'evit ket e wad, n'ho po ket ar vuhez ennoc'h hoc'h-unan. 54 An hini a zebr va c'hig hag a ev va gwad, en deus ar vuhez peurbadus; hag ec'h adsavin anezhañ a varv en deiz diwezhañ. 55 Rak va c'hig a zo e gwirionez ur boued, ha va gwad a zo e gwirionez un evaj. 56 An hini a zebr va c'horf hag a ev va gwad a chom ennon, ha me ennañ. 57 Evel m'en deus an Tad, hag a zo bev, kaset ac'hanon, ha ma vevan dre an Tad, evel-se an hini a zebr ac'hanon a vevo drezon. 58 Amañ eo ar bara a zo diskennet eus an neñv. N'eo ket evel ho tadoù; debret o deus ar mann hag int a zo marv; an hini a zebro ar bara-mañ a vevo da viken.

Luke 22:19

19 Neuze e kemeras bara hag, o vezañ trugarekaet, e torras anezhañ, hag en roas dezho, o lavarout: Hemañ eo va c'horf, an hini a zo roet evidoc'h; grit kement-mañ en eñvor ac'hanon.

Matthew 26:26-28

26 Evel ma tebrent, Jezuz a gemeras bara ha, goude bezañ trugarekaet, e torras anezhañ, hag en roas d'an diskibien, o lavarout: Kemerit, debrit, hemañ eo va c'horf. 27 Kemer a reas ivez an hanaf ha, goude bezañ trugarekaet, en roas dezho, o lavarout: Evit holl dioutañ, 28 rak hemañ eo va gwad, ar gwad eus an emglev [nevez], skuilhet evit kalz, evit pardon ar pec'hedoù.

Topical data is from OpenBible.info, retrieved November 11, 2013, and licensed under a Creative Commons Attribution License.