Bible verses about "brokenness" | Breton

Matthew 5:3-4

3 Eürus ar re baour er spered, rak rouantelezh an neñvoù a zo dezho! 4 Eürus ar re a zo er glac'har, rak int a vo frealzet!

Matthew 5:2-12

2 O tigeriñ e c'henou, e kelenne anezho, en ur lavarout: 3 Eürus ar re baour er spered, rak rouantelezh an neñvoù a zo dezho! 4 Eürus ar re a zo er glac'har, rak int a vo frealzet! 5 Eürus ar re a zo hegarat, rak int a resevo an douar da hêrezh! 6 Eürus ar re o deus naon ha sec'hed eus ar reizhder, rak int o devo o gwalc'h! 7 Eürus ar re drugarezus, rak int a gavo trugarez! 8 Eürus ar re o deus ur galon glan, rak int a welo Doue! 9 Eürus ar re a zegas ar peoc'h, rak int a vo galvet bugale Doue! 10 Eürus ar re a zo gwallgaset abalamour d'ar reizhder, rak rouantelezh an neñvoù a zo dezho! 11 Eürus e viot, pa zeuio an dud d'ho tismegañsiñ, d'ho kwallgas, ha da lavarout dre c'haou pep seurt droug a-enep deoc'h abalamour din. 12 En em laouenait, ha tridit gant levenez, rak ho kopr a vo bras en neñvoù; rak evel-se eo bet gwallgaset ar brofeded hag a zo bet araozoc'h.

John 12:24

24 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h: ma ne varv ket ar c'hreunenn winizh goude ma vez taolet en douar, e chom hec'h-unan; met mar marv, e toug kalz a frouezh.

Topical data is from OpenBible.info, retrieved November 11, 2013, and licensed under a Creative Commons Attribution License.