Bible verses about "birthdays" | Breton

Matthew 1:18

18 Setu, ganedigezh Jezuz-Krist a c'hoarvezas evel-henn. Goude ma oa prometet Mari, e vamm, da Jozef, a-raok ma oant asambles, hi en em gavas brazez dre ar Spered-Santel.

Matthew 14:6-12

6 Met da zeiz ganedigezh Herodez, merc'h Herodiaz a zañsas dirak an dud, hag a blijas da Herodez, 7 en hevelep doare ma roas e c'her dezhi gant le, penaos e roje dezhi ar pezh a c'houlennje. 8 Aliet gant he mamm, e lavaras: Ro din amañ, war ur plad, penn Yann-Vadezour. 9 Ar roue a voe glac'haret; koulskoude, abalamour d'e le ha d'ar re a oa azezet gantañ, e c'hourc'hemennas e reiñ dezhi, 10 hag e kasas da zibennañ Yann er prizon. 11 E benn a voe degaset war ur plad, ha roet d'ar plac'h yaouank, hag ar plac'h yaouank e roas d'he mamm. 12 Diskibien Yann a zeuas hag a gemeras e gorf, hag e sebeilhjont anezhañ.; hag ez ejont d'e lavarout da Jezuz.

Matthew 14:6

6 Met da zeiz ganedigezh Herodez, merc'h Herodiaz a zañsas dirak an dud, hag a blijas da Herodez,

Topical data is from OpenBible.info, retrieved November 11, 2013, and licensed under a Creative Commons Attribution License.