29 Eñ a respontas: Ne din ket. Goude-se, e teuas keuz dezhañ, hag ez eas.
Matthew 21:29 Cross References - Breton
Matthew 3:2-8
2 Ho pet keuz, rak rouantelezh an neñvoù a zo tost.
3 Anezhañ eo en deus komzet ar profed Izaia, o lavarout: Mouezh an hini a gri el lec'h distro a lavar: Kempennit hent an Aotrou, plaenit e wenodennoù.
4 Yann a zouge ur sae a vlev kañval hag ur gouriz lêr en-dro d'e groazell; e voued a oa kilheien-raden ha mel gouez.
5 An dud eus Jeruzalem, eus an holl Judea hag eus an holl vro war-dro ar Jordan, a yae d'e gavout,
6 hag, oc'h anzav o fec'hedoù, e oant badezet gantañ er stêr Jordan.
7 Eñ eta, o welout kalz a farizianed hag a sadukeiz o tont d'e vadeziant, a lavaras dezho: Lignez a naered-gwiber, piv en deus desket deoc'h tec'hel diouzh ar gounnar da zont?
8 Dougit eta frouezh dereat d'ar geuzidigezh,
Matthew 21:31
31 Pehini anezho o-daou en deus graet bolontez e dad? Int a lavaras dezhañ: An hini kentañ. Jezuz a lavaras dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos ar bublikaned hag ar merc'hed a vuhez fall ho tiaraogo e rouantelezh Doue.