Matthew 19:1 Cross References - Breton

1 P'en devoe Jezuz peurlavaret ar c'homzoù-se, ez eas kuit eus Galilea, hag e teuas e kostezioù Judea, en tu all d'ar Jordan.

Matthew 7:28

28 P'en devoe Jezuz peurlavaret ar c'homzoù-mañ, ar bobl a oa souezhet gant e gelennadurezh,

Matthew 19:1-9

1 P'en devoe Jezuz peurlavaret ar c'homzoù-se, ez eas kuit eus Galilea, hag e teuas e kostezioù Judea, en tu all d'ar Jordan. 2 Ur bobl vras a heulias anezhañ, hag eno e yac'haas ar re glañv. 3 Ar farizianed a zeuas hag a lavarjont dezhañ evit e demptañ: Hag e c'hell un den kas e wreg kuit, n'eus forzh evit peseurt abeg? 4 Eñ a respontas: Ha n'hoc'h eus ket lennet penaos ar C'houer, er penn-kentañ, a reas gwaz ha plac'h, 5 ha penaos en deus lavaret: Setu perak ar gwaz a guitaio e dad hag e vamm, hag en em unano d'e wreg, hag e vint ur c'hig hepken? 6 Evel-se, ne dint mui daou, met ur c'hig hepken. Arabat eo d'an den disrannañ ar pezh a zo bet unanet gant Doue. 7 Int a lavaras dezhañ: Perak eta en deus Moizez lezet reiñ d'ar wreg ur skrid a dorr-dimeziñ hag he c'has kuit? 8 Jezuz a respontas dezho: Abalamour da galeter ho kalon eo, en deus Moizez roet galloud deoc'h da gas kuit ho kwragez; er penn-kentañ, ne oa ket evel-se. 9 Met me a lavar deoc'h, piv bennak a gas kuit e wreg, nemet evit difealded, hag a zimez da unan all, a ra avoultriezh, [ha piv bennak a zimez d'ur wreg a zo bet kaset kuit, a ra avoultriezh].

Mark 10:1-12

1 Jezuz, o vont ac'hano, a zeuas e kostezioù Judea, en tu all d'ar Jordan; ar bobl en em zastumas adarre war e dro, hag eñ, evel ma oa e c'hiz, en em lakaas d'o c'helenn. 2 Neuze ar farizianed a zeuas hag a c'houlennas outañ evit e demptañ: Hag e c'hell un den kas e wreg kuit? 3 Eñ a respontas hag a lavaras dezho: Petra en deus Moizez gourc'hemennet deoc'h? 4 Int a lavaras: Moizez a lez reiñ ur skrid a dorr-dimeziñ hag he c'has kuit. 5 Neuze Jezuz a respontas, hag a lavaras dezho: Skrivet en deus deoc'h al lezenn-se abalamour da galeter ho kalon. 6 Met er penn-kentañ eus ar grouidigezh, Doue ne reas nemet ur gwaz hag ur plac'h. 7 Setu perak ar gwaz a guitaio e dad hag e vamm, hag en em unano d'e wreg, 8 hag e vint ur c'hig hepken; evel-se n'int mui daou, met ur c'hig hepken. 9 Ra ne zisranno ket eta an den, ar pezh en deus Doue unanet. 10 Hag an diskibien a c'houlennas c'hoazh digantañ diwar-benn-se e-barzh an ti; 11 eñ a lavaras dezho: Piv bennak a gas kuit e wreg hag a zimez da unan all, a ra avoultriezh en he c'heñver; 12 hag ar wreg a guita he gwaz hag a zimez da unan all, a ra avoultriezh.

John 10:40

40 Mont a reas a-nevez en tu all d'ar Jordan, e-lec'h ma oa Yann o vadeziñ da gentañ, hag e chomas eno.

Cross Reference data is from OpenBible.info, retrieved June 28, 2010, and licensed under a Creative Commons Attribution License.