Matthew 13:16 Cross References - Breton

16 Eürus eo ho taoulagad, abalamour ma welont, hag ho tivskouarn, abalamour ma klevont.

Matthew 5:3-11

3 Eürus ar re baour er spered, rak rouantelezh an neñvoù a zo dezho! 4 Eürus ar re a zo er glac'har, rak int a vo frealzet! 5 Eürus ar re a zo hegarat, rak int a resevo an douar da hêrezh! 6 Eürus ar re o deus naon ha sec'hed eus ar reizhder, rak int o devo o gwalc'h! 7 Eürus ar re drugarezus, rak int a gavo trugarez! 8 Eürus ar re o deus ur galon glan, rak int a welo Doue! 9 Eürus ar re a zegas ar peoc'h, rak int a vo galvet bugale Doue! 10 Eürus ar re a zo gwallgaset abalamour d'ar reizhder, rak rouantelezh an neñvoù a zo dezho! 11 Eürus e viot, pa zeuio an dud d'ho tismegañsiñ, d'ho kwallgas, ha da lavarout dre c'haou pep seurt droug a-enep deoc'h abalamour din.

Matthew 16:17

17 Jezuz, oc'h adkemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Eürus out, Simon, mab Jona, rak n'eo ket ar c'hig nag ar gwad o deus diskuliet kement-mañ dit, met va Zad a zo en neñvoù.

Luke 2:29-30

29 Aotrou, laosk bremañ da servijer da vont e peoc'h, hervez da c'her, 30 rak va daoulagad o deus gwelet da silvidigezh,

Luke 10:23-24

23 Hag, o tistreiñ ouzh e ziskibien, e lavaras dezho, a-du: Eürus eo an daoulagad a wel ar pezh a welit! 24 Rak, me a lavar deoc'h, kalz a brofeded hag a rouaned o deus c'hoantaet gwelout ar pezh a welit ha n'o deus ket e welout, ha klevout ar pezh a glevit ha n'o deus ket e glevout.

John 20:29

29 Jezuz a lavaras dezhañ: Abalamour ma ec'h eus va gwelet, [Tomaz,] ec'h eus kredet. Eürus ar re n'o deus ket gwelet hag o deus kredet!

Cross Reference data is from OpenBible.info, retrieved June 28, 2010, and licensed under a Creative Commons Attribution License.