Luke 9:5 Cross References - Breton

5 Hag evit ar re na zegemerint ket ac'hanoc'h, o vont kuit eus o c'hêr, hejit ar poultr eus ho treid, e testeni a-enep an dud-se.

Matthew 10:14-15

14 Ha p'en em gavo tud n'ho tegemerint ket, ha ne selaouint ket ho komzoù, pa'z eot kuit eus an ti-se pe eus ar gêr-se, hejit ar poultr eus ho treid. 15 Me a lavar deoc'h, e gwirionez, penaos e vo dousoc'h da vro Sodom ha Gomora e deiz ar varn, eget d'ar gêr-se.

Matthew 10:18

18 Kaset e viot dirak gouarnerien ha dirak rouaned abalamour din, evit reiñ testeni din dirazo ha dirak ar baganed.

Mark 6:11

11 Ha pa en em gavo tud n'ho tegemerint ket, ha n'ho selaouint ket, en ur vont ac'hano, hejit ar poultr eus ho treid e testeni a-enep dezho. [Me a lavar deoc'h, e gwirionez, penaos e vo dousoc'h da Sodom ha da C'homora e deiz ar varn, eget d'ar gêr-se.]

Mark 9:37

37 Piv bennak a zegemer unan eus ar vugale vihan-mañ abalamour da'm anv, a zegemer ac'hanon, ha piv bennak a zegemer ac'hanon, n'eo ket me eo a zegemer, met an hini en deus va c'haset.

Luke 5:14

14 Jezuz a zifennas outañ n'en lavarje da zen. Met kae, a lavaras dezhañ, en em ziskouez d'ar beleg ha kinnig evit da c'hlanidigezh ar pezh en deus Moizez gourc'hemennet, evit ma servijo kement-se da desteni dezho.

Luke 9:48

48 hag a lavaras dezho: Piv bennak a zegemer ar bugel bihan-se em anv, a zegemer ac'hanon, ha piv bennak a zegemer ac'hanon, a zegemer an hini en deus va c'haset. Rak an hini ac'hanoc'h holl eo ar bihanañ, hennezh eo a vo bras.

Luke 9:53-56

53 Met ar re-mañ n'en degemerjont ket, abalamour ma'z ae war-zu Jeruzalem. 54 Jakez ha Yann, e ziskibien, o welout-se, a lavaras dezhañ: Aotrou, fellout a ra dit e lavarfemp ma tiskennfe an tan eus an neñv evit o deviñ [evel ma reas Elia]. 55 Hogen Jezuz, o tistreiñ, a c'hourdrouzas anezho [hag a lavaras: N'ouzoc'h ket eus peseurt spered oc'h buhezet; 56 rak Mab an den n'eo ket deuet evit koll an dud, met evit o saveteiñ]. Hag ez ejont da ur vourc'h all.

Luke 10:10-12

10 Met e peseurt kêr bennak ma'z eot, mar n'ho tegemerer ket, it er straedoù, ha lavarit: 11 Hejañ a reomp a-enep deoc'h ar poultr a zo staget ouzhimp en ho kêr; gouezit koulskoude penaos rouantelezh Doue a zo tostaet ouzhoc'h. 12 Me a lavar deoc'h, en deiz-se e vo dousoc'h da Sodom eget d'ar gêr-se.

Luke 10:16

16 An neb a selaou ac'hanoc'h, a selaou ac'hanon, hag an neb a zispriz ac'hanoc'h, a zispriz ac'hanon; an neb a zispriz ac'hanon, a zispriz an hini en deus va c'haset.

Cross Reference data is from OpenBible.info, retrieved June 28, 2010, and licensed under a Creative Commons Attribution License.