Luke 12:40 Cross References - Breton

40 C'hwi eta ivez, bezit prest, rak Mab an den a zeuio d'an eur na soñjit ket.

Matthew 24:42

42 Chomit dihun eta, rak n'ouzoc'h ket da bet eur e teuio hoc'h Aotrou.

Matthew 24:44

44 Dre-se, c'hwi ivez, en em zalc'hit prest, rak Mab an den a zeuio d'an eur na soñjit ket.

Matthew 25:13

13 Chomit dihun eta, rak n'ouzoc'h nag an deiz nag an eur [ma teuio Mab an den en-dro].

Mark 13:33-36

33 Bezit war evezh, chomit dihun ha pedit; rak n'ouzoc'h ket pegoulz e teuio an amzer-se. 34 Bez' e vo evel un den a ya e beaj, a lez e di, a ro ar gundu anezhañ d'e vevelien, o lakaat da bep hini e labour, hag a c'hourc'hemenn d'ar porzhier bezañ dihun. 35 Chomit dihun eta, rak n'ouzoc'h ket pegoulz e teuio mestr an ti, pe d'an abardaez, pe da hanternoz, pe da gan ar c'hilhog, pe diouzh ar beure, 36 gant aon na zeufe en un taol, ha n'ho kavfe kousket.

Luke 21:34-36

34 Lakait eta evezh ouzhoc'h, gant aon na zeufe ho kalonoù da vezañ pounneraet gant an dirollerezh, ar vezventi, ha gant prederioù ar vuhez-mañ, ha na zeufe an deiz-se warnoc'h a-daol-trumm. 35 Rak dont a raio evel ur roued, da soupren an holl re a chom war gorre an douar. 36 Beilhit eta ha pedit e pep amzer, evit ma viot kavet din da dec'hout diouzh an holl draoù a dle c'hoarvezout, ha da chom dirak Mab an den.

Cross Reference data is from OpenBible.info, retrieved June 28, 2010, and licensed under a Creative Commons Attribution License.