Luke 11:4 Cross References - Breton

4 pardon deomp hor pec'hedoù, rak ni a bardon ivez d'an holl re o deus manket ouzhimp, ha n'hon lez ket da gouezhañ en temptadur, [met hon diwall diouzh an droug].

Matthew 6:12-15

12 pardon deomp hor pec'hedoù evel ma pardonomp ivez d'ar re o deus manket ouzhimp, 13 ha n'hon lez ket da gouezhañ en temptadur, met hon diwall diouzh an droug, rak dit eo ar ren, ar galloud hag ar gloar evit kantvedoù ar c'hantvedoù. Amen! 14 Rak, mar pardonit d'an dud o mankoù, ho Tad neñvel a bardono ivez deoc'h. 15 Met ma ne bardonit ket d'an dud o mankoù, ho Tad ne bardono ket kennebeut deoc'h ho re.

Matthew 11:25-26

25 En amzer-se, Jezuz a gemeras ar gomz hag a lavaras: Da veuliñ a ran, o Tad, Aotrou an neñv hag an douar, ma ec'h eus kuzhet an traoù-mañ ouzh ar re fur hag ouzh ar re skiantek, ha ma ec'h eus o diskuliet d'ar vugale! 26 Ya, o Tad, da veuliñ a ran dre ma ec'h eus c'hoantaet evel-se.

Matthew 18:35

35 Evel-se e raio deoc'h va Zad a zo en neñvoù, ma ne bardon ket pep hini ac'hanoc'h, a-greiz e galon, d'e vreur.

Matthew 26:41

41 Beilhit ha pedit evit na gouezhot ket en temptadur; ar spered a zo buan, met ar c'hig a zo dinerzh.

Luke 8:13

13 Ar re a zo war al lec'hioù meinek, eo ar re a glev ar ger, hag e zegemer gant joa; met n'o deus ket a wrizienn ha ne gredont nemet ur pennad; pa zeu an temptadur, e tec'hont kuit.

Luke 22:46

46 hag e lavaras dezho: Perak e kouskit? Savit ha pedit evit na gouezhot ket en temptadur.

John 17:15

15 Ne bedan ket ac'hanout d'o lemel eus ar bed, met d'o diwall diouzh an droug.

Cross Reference data is from OpenBible.info, retrieved June 28, 2010, and licensed under a Creative Commons Attribution License.