John 7:26 Cross References - Breton

26 Ha setu aze e komz frank, ha ne lavarer netra dezhañ. Ar mestroù, hag anavezet o defe ez eo e gwirionez ar C'hrist?

Matthew 22:16

16 Kas a rejont d'e gavout o diskibien gant an herodianed, da lavarout dezhañ: Mestr, gouzout a reomp penaos out gwirion ha penaos e kelennez hent Doue hervez ar wirionez, hep ober van eus den ebet, rak ne sellez ket ouzh diavaez an dud.

Luke 7:30

30 Met ar farizianed ha doktored al lezenn, o vezañ n'o deus ket graet o badeziñ gantañ, o deus disprizet menoz Doue evito.

John 7:48

48 Ha bez' ez eus unan bennak eus ar mestroù pe eus ar farizianed hag en defe kredet ennañ?

John 9:22

22 E dud a lavare kement-se, abalamour m'o devoa aon rak ar Yuzevien; ar Yuzevien o devoa lakaet en o fenn, penaos piv bennak a anavezje Jezuz evit ar C'hrist, a vije kaset kuit eus ar sinagogenn.

John 11:47-53

47 Neuze ar veleien vras hag ar farizianed a zastumas ar sanedrin, hag a lavaras: Petra a raimp? Rak an den-se a ra kalz a virakloù. 48 Mar en lezomp d'ober, an holl a gredo ennañ, hag ar Romaned a zeuio, hag a zistrujo al lec'h-mañ hag hor pobl. 49 Met Kaifaz, unan anezho, hag a oa beleg-meur er bloavezh-se, a lavaras dezho: C'hwi n'ouzoc'h netra; 50 ha ne soñjit ket eo gwelloc'h da un den hepken mervel evit ar bobl, eget na vefe kollet holl dud ar vro? 51 Hogen ne lavare ket kement-se anezhañ e-unan, met o vezañ beleg-meur er bloaz-se, e tiouganas penaos e tlee Jezuz mervel evit ar bobl; 52 ha n'eo ket hepken evit ar bobl, met ivez evit dastum en ur c'horf hepken bugale Doue a zo a-stlabez. 53 Adalek an deiz-se en em guzuilhjont evit e lakaat d'ar marv.

John 12:42

42 Koulskoude kalz, memes eus ar re vras, a gredas ennañ; met n'anzavent ket kement-se abalamour d'ar farizianed, gant aon da vezañ kaset kuit eus ar sinagogenn.

Cross Reference data is from OpenBible.info, retrieved June 28, 2010, and licensed under a Creative Commons Attribution License.