John 5:4 Cross References - Breton

4 Rak un ael a ziskenne er stank, a amzer-da-amzer, hag a gemmeske an dour. An hini kentañ a yae e-barzh, goude ma vije bet kemmesket an dour, a veze yac'haet, n'eus forzh peseurt kleñved a vije gantañ].

Matthew 6:33

33 Klaskit kentoc'h rouantelezh Doue hag e reizhder, hag an holl draoù-se a vo roet deoc'h ouzhpenn.

Matthew 11:12

12 Adalek amzer Yann betek vremañ, rouantelezh an neñvoù a zo kemeret dre nerzh, hag ar re daer eo he c'hemer.

Luke 13:24-28

24 Poagnit da vont e-barzh dre an nor strizh; rak, me a lavar deoc'h, penaos kalz a glasko mont e-barzh ha ne c'hellint ket. 25 Pa vo aet mestr an ti, ha m'en devo prennet an nor, ha pa en em lakaot-c'hwi, o vezañ er-maez, da skeiñ ha da lavarout: Aotrou, Aotrou, digor deomp, eñ a responto deoc'h: N'ouzon ket a-belec'h oc'h. 26 Neuze e lavarot: Ni hon eus debret hag evet dirazout, ha te ac'h eus kelennet en hor straedoù. 27 Hag eñ a responto: Me a lavar deoc'h, n'ouzon ket a-belec'h oc'h; en em dennit diouzhin, c'hwi holl a ra micher a fallentez. 28 Eno e vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent, pa welot Abraham, Izaak ha Jakob, hag an holl brofeded, e rouantelezh Doue, ha c'hwi taolet er-maez.

Luke 16:16

16 Al lezenn hag ar brofeded a yae betek Yann; adalek an amzer-se rouantelezh Doue a zo prezeget, ha pep hini a ya e-barzh dre nerzh.

Cross Reference data is from OpenBible.info, retrieved June 28, 2010, and licensed under a Creative Commons Attribution License.