John 10:2 Cross References - Breton

2 Met an hini a ya dre an nor, eo mesaer an deñved.

John 10:7

7 Jezuz eta a lavaras dezho c'hoazh: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, me eo dor an deñved.

John 10:9

9 Me eo an nor; mar deu unan bennak e-barzh drezon, e vo salvet; dont ha mont a raio hag e kavo peurvan.

John 10:11-12

11 Me eo ar mesaer mat; ar mesaer mat a ro e vuhez evit e zeñved. 12 Met an devezhour n'eo ket ar mesaer, hag an deñved n'int ket dezhañ; pa wel ar bleiz o tont, e tilez an deñved hag e tec'h; ar bleiz a grog en deñved hag a stlabez anezho.

John 10:14

14 Me eo ar mesaer mat, me a anavez va deñved, hag anavezet on ganto,

Cross Reference data is from OpenBible.info, retrieved June 28, 2010, and licensed under a Creative Commons Attribution License.