Galatians 5:19 Cross References - Breton

Matthew 15:18-19

18 Met ar pezh a zeu er-maez eus ar genou, a zeu eus ar galon; ha se eo ar pezh a hudura an den. 19 Rak eus ar galon e teu ar soñjoù fall, al lazherezhioù, an avoultriezhioù, ar gastaouerezhioù, al laeroñsioù, ar falstestenioù, an droukkomzoù.

Mark 7:21-23

21 Rak a-ziabarzh, eus kalon an dud eo, e teu ar soñjoù fall, an avoultriezhioù, ar gastaouerezhioù, al lazherezhioù, al laeroñsioù, 22 an avaristed, ar fallentezoù, ar faosoni, al loustoni, al lagad avius, an droukkomz, an ourgouilh, ar follentez. 23 An holl fallentezoù-se a zeu eus an diabarzh hag a hudara an den.

John 3:6

6 Ar pezh a zo ganet eus ar c'hig, a zo kig, hag ar pezh a zo ganet eus ar Spered, a zo spered.

Cross Reference data is from OpenBible.info, retrieved June 28, 2010, and licensed under a Creative Commons Attribution License.