Matthew 5:4-11

Breton(i) 4 Eürus ar re a zo er glac'har, rak int a vo frealzet! 5 Eürus ar re a zo hegarat, rak int a resevo an douar da hêrezh! 6 Eürus ar re o deus naon ha sec'hed eus ar reizhder, rak int o devo o gwalc'h! 7 Eürus ar re drugarezus, rak int a gavo trugarez! 8 Eürus ar re o deus ur galon glan, rak int a welo Doue! 9 Eürus ar re a zegas ar peoc'h, rak int a vo galvet bugale Doue! 10 Eürus ar re a zo gwallgaset abalamour d'ar reizhder, rak rouantelezh an neñvoù a zo dezho! 11 Eürus e viot, pa zeuio an dud d'ho tismegañsiñ, d'ho kwallgas, ha da lavarout dre c'haou pep seurt droug a-enep deoc'h abalamour din.