Matthew 5:21-37

Breton(i) 21 Klevet hoc'h eus penaos eo bet lavaret d'ar re gozh: Ne lazhi ket; rak piv bennak a lazho, a vo dleet dezhañ ar varnedigezh. 22 Met me a lavar deoc'h penaos piv bennak a fuloro ouzh e vreur [hep abeg], a vo dleet dezhañ ar varnedigezh; an hini a lavaro d'e vreur: Raka! a zo dleet dezhañ bezañ kastizet gant ar sanedrin; hag an hini a lavaro d'e vreur: Diskiant! a zo dleet dezhañ bezañ kastizet gant tan ar gehenn. 23 Mar degasez eta da brof d'an aoter, hag e teu soñj dit eno en deus da vreur un dra bennak en da enep, 24 lez eno da brof dirak an aoter, ha kae da gentañ d'en em unvaniñ gant da vreur; ha, goude-se, deus, ha kinnig da brof. 25 En em laka a-unvan hep dale gant da enebour, e-pad ma'z emaout en hent gantañ, gant aon na lakafe ac'hanout etre daouarn ar barner, ha na rafe ar barner da reiñ da ofiser ar justis, ha na vefes lakaet er prizon. 26 E gwirionez, me a lavar dit, ne zeui ket er-maez ac'hano, ken na vo paeet ganit an diwezhañ liard. 27 Klevet hoc'h eus penaos eo bet lavaret [d'ar re gozh]: Ne ri ket avoultriezh. 28 Met me a lavar deoc'h penaos piv bennak a sell ouzh ur vaouez gant c'hoantegezh anezhi, en deus dija graet avoultriezh ganti en e galon. 29 Ma ra da lagad dehou lakaat ac'hanout da gouezhañ, diframm anezhañ, ha taol anezhañ pell diouzhit; rak gwelloc'h eo dit koll unan eus da izili, eget na vo taolet da holl gorf er gehenn. 30 Ha ma ra da zorn dehou lakaat ac'hanout da gouezhañ, troc'h anezhañ, ha taol anezhañ pell diouzhit; rak gwelloc'h eo dit koll unan eus da izili, eget na vo taolet da holl gorf er gehenn. 31 Lavaret eo bet ivez: Piv bennak a gaso kuit e wreg, ra roio dezhi ur skrid a dorr-dimeziñ. 32 Met me a lavar deoc'h, piv bennak a gas kuit e wreg, nemet evit difealded, a laka anezhi da vezañ avoultrerez, ha piv bennak a zimez d'ur wreg a zo bet kaset kuit, a ra avoultriezh. 33 Klevet hoc'h eus c'hoazh penaos eo bet lavaret d'ar re gozh: Ne doui ket e gaou, met mirout a ri al leoù az po graet da Zoue. 34 Met me a lavar deoc'h: Na douit ket a-grenn, na dre an neñv, rak tron Doue eo, 35 na dre an douar, rak skabell e dreid eo, na dre Jeruzalem, rak kêr ar Roue bras eo. 36 Na dou ket kennebeut dre da benn, rak ne c'hellez ket ober da ur vlevenn bezañ gwenn pe du. 37 Met ra vo ho komz, ya, ya, nann, nann; ar pezh a lavarer ouzhpenn a zeu eus an droug.