Matthew 27:3-5

Breton(i) 3 Neuze, Judaz, an hini en devoa e werzhet, o welout penaos e oa kondaonet, a zeuas morc'hed dezhañ, hag e tegasas an tregont pezh arc'hant d'ar veleien vras ha d'an henaourien, 4 o lavarout: Pec'het em eus o werzhañ ar gwad didamall. Met int a lavaras dezhañ: Petra a ra-se deomp? An dra-se a sell ouzhit. 5 Goude m'en devoe taolet ar pezhioù arc'hant en templ, ez eas kuit, hag en em grougas.