Matthew 27:17-26

Breton(i) 17 Evel ma oant dastumet, Pilat a lavaras dezho: Pehini a fell deoc'h e laoskfen deoc'h, Barabbaz, pe Jezuz a c'halver Krist? 18 Rak anavezout a rae e oa dre avi o devoa e lakaet etre e zaouarn. 19 E-pad ma oa azezet war e gador-varn, e wreg a gasas da lavarout dezhañ: Ra ne vo netra etre an den reizh-se ha te; rak gwall-boaniet on bet hiziv, dre un hunvre, abalamour dezhañ. 20 Met ar veleien vras hag an henaourien a alias ar bobl da c'houlenn Barabbaz, ha da lakaat koll Jezuz. 21 Ar gouarnour, o kemer ar gomz, a lavaras dezho: Pehini an daou a fell deoc'h e laoskfen deoc'h? Int a lavaras: Barabbaz. 22 Pilat a lavaras dezho: Petra a rin eta eus Jezuz a c'halver Krist? Holl a lavarjont: Ra vo staget ouzh ar groaz! 23 Ar gouarnour a lavaras: Peseurt droug en deus graet? Hag e krient kreñvoc'h, o lavarout: Ra vo staget ouzh ar groaz! 24 Pilat, o welout penaos ne c'houneze netra, met e kreske an drubuilh, a gemeras dour hag a walc'has e daouarn dirak ar bobl, o lavarout: Didamall on eus gwad an den reizh-mañ; soñjit-se. 25 Hag an holl bobl a respontas: Ra gouezho e wad warnomp ha war hor bugale! 26 Neuze e laoskas dezho Barrabaz; ha goude bezañ lakaet skourjezañ Jezuz, en lakaas etre o daouarn evit bezañ staget ouzh ar groaz.