Matthew 26:37-39

Breton(i) 37 Kemer a reas gantañ Pêr ha daou vab Zebedea, hag e voe leuniet a dristidigezh hag a anken. 38 Neuze e lavaras dezho: Trist eo va ene betek ar marv; chomit amañ ha beilhit ganin. 39 O vont un tamm a-raokoc'h, en em daolas war e c'henou d'an douar, hag e pedas o lavarout: Va Zad, ma pellaio an hanaf-se diouzhin, mar gell-se bezañ! Koulskoude neket evel ma fell din, met evel ma fell dit.