Matthew 26:14-16

Breton(i) 14 Neuze unan eus an daouzek, anvet Judaz Iskariod, a yeas da gavout ar veleien vras, 15 hag a lavaras: Petra a roit din, ha me en lakaio etre ho taouarn? Int a reas marc'had gantañ eus tregont pezh arc'hant. 16 Diwar neuze e klaskas an tu dereat d'e lakaat etre o daouarn.