Matthew 24:5-12

Breton(i) 5 Rak meur a hini a zeuio dindan va anv, o lavarout: Me eo ar C'hrist; hag e tromplint kalz a dud. 6 Klevout a reot komz eus brezelioù, ha brud eus brezelioù, lakait evezh na vefec'h spontet; rak ret eo e teufe an traoù-se, met kement-se ne vo ket c'hoazh ar fin. 7 Rak ur bobl a savo a-enep ur bobl all, hag ur rouantelezh a-enep ur rouantelezh all; hag e vo e meur a lec'h, naonegezhioù, [bosennoù] ha krenoù-douar; 8 an traoù-mañ ne vo nemet ar penn-kentañ eus ar gloazioù. 9 Neuze e roint ac'hanoc'h evit bezañ poaniet, hag e lazhint ac'hanoc'h, hag e viot kasaet gant an holl bobloù, abalamour da'm anv. 10 Neuze ivez, meur a hini a gouezho, en em drubardo, hag en em gasaio an eil egile. 11 Kalz a fals-profeded a savo, hag a dromplo kalz a dud. 12 Dre ma vo kresket an direizhder, karantez meur a hini a yenaio.