Matthew 24:4-24

Breton(i) 4 Jezuz a respontas dezho: Diwallit na dromplfe den ac'hanoc'h. 5 Rak meur a hini a zeuio dindan va anv, o lavarout: Me eo ar C'hrist; hag e tromplint kalz a dud. 6 Klevout a reot komz eus brezelioù, ha brud eus brezelioù, lakait evezh na vefec'h spontet; rak ret eo e teufe an traoù-se, met kement-se ne vo ket c'hoazh ar fin. 7 Rak ur bobl a savo a-enep ur bobl all, hag ur rouantelezh a-enep ur rouantelezh all; hag e vo e meur a lec'h, naonegezhioù, [bosennoù] ha krenoù-douar; 8 an traoù-mañ ne vo nemet ar penn-kentañ eus ar gloazioù. 9 Neuze e roint ac'hanoc'h evit bezañ poaniet, hag e lazhint ac'hanoc'h, hag e viot kasaet gant an holl bobloù, abalamour da'm anv. 10 Neuze ivez, meur a hini a gouezho, en em drubardo, hag en em gasaio an eil egile. 11 Kalz a fals-profeded a savo, hag a dromplo kalz a dud. 12 Dre ma vo kresket an direizhder, karantez meur a hini a yenaio. 13 Met an hini a gendalc'ho betek ar fin, a vo salvet. 14 An Aviel-mañ eus ar rouantelezh a vo prezeget er bed a-bezh, evit reiñ testeni d'an holl bobloù; neuze e teuio ar fin. 15 Dre-se, pa welot an euzhusted eus ar glac'har, m'en deus komzet ar profed Daniel anezhi, deuet el lec'h santel (ra gompreno an neb a lenn), 16 neuze ar re a vo e Judea, ra dec'hint war ar menezioù, 17 an hini a vo war an doenn, ra ne ziskenno ket da gemer ar pezh a zo en e di, 18 hag an hini a vo er parkeier, ra ne zistroio ket a-dreñv da gemer e vantell. 19 Gwalleur d'ar gwragez brazez, ha d'ar magerezed en deizioù-se! 20 Pedit evit na erruo ket ho tec'h er goañv, nag e deiz ar sabad. 21 Rak bez' e vo neuze ur glac'har ken bras, evel n'eus ket bet adalek penn-kentañ ar bed betek vremañ, ha ne vo biken. 22 Ha ma ne vije ket bet berraet an deizioù-se, den ebet ne vije salvet; met abalamour d'ar re zibabet, an deizioù-se a vo berraet. 23 Neuze, mar lavar unan bennak deoc'h: Setu, ar C'hrist a zo amañ, pe aze, na gredit ket. 24 Rak fals-kristed ha fals-profeded a savo; hag e raint sinoù ha burzhudoù da dromplañ, ma vije gallet, zoken ar re zibabet.