Matthew 24:15-18

Breton(i) 15 Dre-se, pa welot an euzhusted eus ar glac'har, m'en deus komzet ar profed Daniel anezhi, deuet el lec'h santel (ra gompreno an neb a lenn), 16 neuze ar re a vo e Judea, ra dec'hint war ar menezioù, 17 an hini a vo war an doenn, ra ne ziskenno ket da gemer ar pezh a zo en e di, 18 hag an hini a vo er parkeier, ra ne zistroio ket a-dreñv da gemer e vantell.