Matthew 18:23-35

Breton(i) 23 Dre-se, rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh ur roue a fellas dezhañ ober rentañ kont d'e servijerien. 24 P'en em lakaas da gontañ, e voe degaset dezhañ unan a dlee dek mil talant. 25 Dre ma n'en devoa ket peadra da baeañ, e vestr a roas urzh d'e werzhañ, eñ, e wreg, e vugale, ha kement en devoa, evit paeañ e zle. 26 Ar servijer, oc'h en em strinkañ d'e dreid, a bede anezhañ, o lavarout: Aotrou, ro amzer din hag e paein dit va holl zle. 27 O kaout truez outañ, mestr ar servijer-se, en lezas da vont, hag a bardonas dezhañ e zle. 28 Goude ma voe aet kuit, ar servijer-mañ a gavas unan eus e genvreudeur a dlee dezhañ kant diner; hag, o kregiñ ennañ, e waske e c'houzoug en ur lavarout: pae ar pezh a dleez din. 29 E genvreur, oc'h en em deurel d'e dreid, a bede anezhañ en ur lavarout: Ro amzer din hag e paein dit. 30 Met hemañ ne fellas ket dezhañ; mont a reas d'e deurel er prizon, betek m'en devoa paeet ar pezh a dlee. 31 E genvreudeur, o welout ar pezh en devoa graet, a voe glac'haret bras; mont a rejont da gontañ d'e aotrou kement a oa c'hoarvezet. 32 Neuze ar mestr a reas gervel ar servijer-se hag a lavaras dezhañ: Servijer drouk, pardonet em boa dit da holl zle dre ma ez poa va fedet; 33 ha ne dlees ket kaout truez ivez ouzh da genvreur, evel ma em boa bet truez ouzhit? 34 Hag e vestr, o kaout droug ennañ, en roas d'ar vourevien, betek m'en devoa paeet kement a dlee. 35 Evel-se e raio deoc'h va Zad a zo en neñvoù, ma ne bardon ket pep hini ac'hanoc'h, a-greiz e galon, d'e vreur.