Matthew 15:2-9

Breton(i) 2 Perak e torr da ziskibien hengoun a re gozh? Rak ne walc'hont ket o daouarn pa zebront o fredoù. 3 Eñ a respontas dezho: Ha c'hwi, perak e torrit gourc'hemenn Doue gant ho hengoun? 4 Rak Doue en deus lavaret: Enor da dad ha da vamm, ha: Piv bennak a villigo e dad pe e vamm a vo lakaet d'ar marv; 5 met c'hwi a lavar: An hini a lavaro d'e dad pe d'e vamm: Ar pezh am bije gallet reiñ dit a zo ur prof da Zoue, 6 n'eo ket dalc'het da enoriñ e dad pe e vamm. C'hwi a gas da netra ger Doue gant ho hengoun. 7 Pilpouzed, Izaia en deus profedet mat diwar ho penn, p'en deus lavaret: 8 Ar bobl-mañ a enor ac'hanon gant he muzelloù, met o c'halonoù a zo gwall bell diouzhin. 9 Met e ven eo ec'h enoront ac'hanon, pa zeskont kredennoù a zo gourc'hemennoù tud.