Matthew 12:46-50

Breton(i) 46 Evel ma komze c'hoazh ouzh ar bobl, setu, e vamm hag e vreudeur, chomet er-maez, a glaske komz outañ. 47 Unan bennak a lavaras dezhañ: Da vamm ha da vreudeur a zo aze er-maez, hag a glask komz ouzhit. 48 Met Jezuz a respontas d'an hini en devoa lavaret-se dezhañ: Piv eo va mamm, piv eo va breudeur? 49 Hag, oc'h astenn e zorn war e ziskibien, e lavaras: Setu va mamm ha va breudeur. 50 Rak piv bennak a ra bolontez va Zad a zo en neñvoù, hennezh eo va breur ha va c'hoar ha va mamm.