Mark 5:11-13

Breton(i) 11 Bez' e oa eno, war ar menezioù, ur vandenn vras a voc'h o peuriñ. 12 Hag an holl diaoulien en pede, o lavarout: Kas ac'hanomp er moc'h-se, evit ma'z aimp enno. 13 Raktal Jezuz o lezas da vont. Neuze ar speredoù hudur-mañ, o vezañ aet er-maez, a yeas er moc'h, hag ar vandenn voc'h en em daolas eus al lec'h uhel-se er mor, hag e oant beuzet er mor; bez' e oa anezho war-dro daou vil.