Mark 4:30-32

Breton(i) 30 Lavarout a reas c'hoazh: Ouzh petra e hañvalin rouantelezh Doue? Pe dre beseurt parabolenn he diskouezimp? 31 Heñvel eo ouzh ur c'hreunenn sezo; pa he hader, ez eo ar bihanañ eus holl hadoù an douar; 32 met goude ma vez hadet, e sav hag e teu brasoc'h eget al louzoù all, hag e taol brankoù, en hevelep doare ma c'hell laboused an neñv chom dindan he skeud.