Mark 2:25-27

Breton(i) 25 Eñ a lavaras dezho: N'hoc'h eus ket biskoazh lennet ar pezh a reas David, p'en devoa ezhomm, ha p'en devoa naon, eñ hag ar re a oa gantañ? 26 Penaos ez eas e ti Doue, e amzer Abiazar, beleg-meur, hag e tebras baraoù a ginnig, evit ne oa nemet ar veleien a dlee o debriñ, hag e roas lod ivez d'ar re a oa gantañ? 27 Neuze e lavaras dezho: Ar sabad a zo bet graet evit an den, neket an den evit ar sabad.