Mark 1:1-11

Breton(i) 1 Penn-kentañ Aviel Jezuz-Krist, Mab Doue. 2 Hervez ar pezh a oa bet skrivet er brofeded: Setu e kasan va c'hannad dirak da zremm, da gempenn an hent dirazout; 3 mouezh an hini a gri el lec'h distro a lavar: Kempennit hent an Aotrou, plaenit e wenodennoù. 4 Yann a zeuas o badeziñ el lec'h distro, hag o prezeg badeziant ar geuzidigezh evit pardon ar pec'hedoù. 5 An holl Judea hag holl dud Jeruzalem a yae d'e gavout, hag e oant badezet gantañ er stêr Jordan, oc'h anzav o fec'hedoù. 6 Yann a zouge ur sae a vlev kañval hag ur gouriz lêr en-dro d'e groazell; e voued a oa kilheien-raden ha mel gouez. 7 Hag e prezege, o lavarout: Dont a ra unan war va lerc'h, hag a zo galloudusoc'h egedon, ha n'on ket dellezek, en ur blegañ, da zieren korreenn e votoù. 8 Evidon-me, ho padezet em eus en dour, met eñ ho padezo er Spered-Santel. 9 Erruout a reas, en amzer-se, ma teuas Jezuz eus Nazared e Galilea, hag e voe badezet gant Yann er Jordan. 10 Kerkent, evel ma save eus an dour, e welas an neñvoù digor hag ar Spered-Santel, evel ur goulm, o tiskenn warnañ. 11 Ur vouezh a zeuas eus an neñvoù, o lavarout: Te eo va Mab karet-mat, ennout em eus lakaet va holl levenez.