Luke 9:59-62

Breton(i) 59 Lavarout a reas da unan all: Heul ac'hanon. Hag hemañ a lavaras: Aotrou, lez ac'hanon da vont da gentañ da sebeliañ va zad. 60 Jezuz a lavaras dezhañ: Lez ar re varv da sebeliañ o re varv, met te, kae da brezeg rouantelezh Doue. 61 Unan all a lavaras dezhañ ivez: Me a heulio ac'hanout, Aotrou, met lez ac'hanon da gentañ da vont da gimiadiñ diouzh ar re a zo em zi. 62 Jezuz a respontas dezhañ: An hini a laka e zorn war an arar hag a sell war e lerc'h, n'eo ket dereat evit rouantelezh Doue.