Luke 2:40-52

Breton(i) 40 Hag ar bugel a greske hag en em nerzhe [e spered], o vezañ leuniet a furnez; ha gras Doue a oa warnañ. 41 E dad hag e vamm a yae beb bloaz da Jeruzalem, da c'houel ar Pask. 42 P'en devoe Jezuz daouzek vloaz, e pignjont da Jeruzalem, hervez giz ar gouel. 43 Pa voe deizioù ar gouel tremenet, evel ma tistroent ac'hane, ar bugel Jezuz a chomas e Jeruzalem; Jozef hag e vamm n'anavezjont ket-se. 44 Met, o soñjal e oa en o zouez, e valejont un devezh; neuze e klaskjont anezhañ e-touez o c'herent hag ar re eus o anaoudegezh; 45 pa n'en kavent ket, e tistrojont da Jeruzalem d'e glask. 46 Hag a-benn tri devezh e kavjont anezhañ en templ, azezet e-touez an doktored, o selaou anezho hag oc'h ober goulennoù outo. 47 Kement hini a gleve anezhañ a oa souezhet gant e furnez hag e respontoù. 48 Pa welas e dud anezhañ, e voent souezhet, hag e vamm a lavaras dezhañ: Va bugel, perak ec'h eus graet evel-se deomp? Setu, da dad ha me, en glac'har, a glaske ac'hanout. 49 Eñ a lavaras dezho: Perak em c'hlaskec'h? N'ouiec'h ket eo ret din bezañ dalc'het gant labourioù va Zad? 50 Met int ne gomprenjont ket ar pezh a lavare dezho. 51 Mont a reas neuze ganto hag e teuas da Nazared, hag e touje dezho. E vamm a vire an holl draoù-se en he c'halon. 52 Jezuz a greske e furnez, e ment, hag e gras, dirak Doue ha dirak an dud.