Luke 2:26-32

Breton(i) 26 Disklêriet e voe dezhañ a-berzh Doue dre ar Spered-Santel, penaos ne varvje ket, a-raok m'en dije gwelet Krist an Aotrou. 27 Dont a reas en templ dre ar Spered, hag evel ma oa an tad hag ar vamm o tegas ar bugel bihan Jezuz, evit ober en e geñver hervez giz al lezenn, 28 e kemeras anezhañ etre e zivrec'h, hag e veulas Doue, o lavarout: 29 Aotrou, laosk bremañ da servijer da vont e peoc'h, hervez da c'her, 30 rak va daoulagad o deus gwelet da silvidigezh, 31 an hini ac'h eus graet dirak an holl bobloù, 32 ar sklêrijenn a dle sklaeriañ an holl dud, ha gloar da bobl Israel.