Luke 23:54-56

Breton(i) 54 Bez' e oa deiz ar c'hempennadur, hag ar sabad a zeue. 55 Ar gwragez deuet eus Galilea gant Jezuz, o vezañ heuliet Jozef, a welas ar bez ha penaos e oa lakaet korf Jezuz e-barzh. 56 Hag o vezañ distroet, ec'h aozjont louzoù a c'hwez-vat ha frondoù, hag e tiskuizhjont deiz ar sabad, hervez al lezenn.