Luke 1:76-79

Breton(i) 76 Ha te, bugel bihan, ta a vo galvet profed an Uhelañ-Meurbet; rak te a gerzho dirak dremm an Aotrou, evit kempenn e hentoù, 77 evit reiñ anaoudegezh ar silvidigezh d'e bobl dre pardon eus o fec'hedoù, 78 dre garantez trugarezus hon Doue; drezi, ar sav-heol eus an nec'h en deus hor gwelet, 79 evit sklêrijennañ ar re a zo azezet en deñvalijenn hag e skeud ar marv, hag evit ren hor c'hammedoù e hent ar peoc'h.