Luke 17:28-30

Breton(i) 28 Kement-se a erruas c'hoazh en amzer Lot; an dud a zebre, a eve, a brene, a werzhe, a blante hag a save tiez; 29 met en deiz ma'z eas Lot kuit eus Sodom, e teuas glav tan ha soufr eus an neñv hag o distrujas holl. 30 Evel-se e vo ivez en deiz ma teuio Mab an den.