Luke 15:17-19

Breton(i) 17 O vezañ eta deuet ennañ e-unan, e lavaras: Pegement a vevelien a zo gopraet gant va zad hag o deus bara e-leizh, ha me a varv gant an naon! 18 Sevel a rin hag ez in da gavout va zad, hag e lavarin dezhañ: Va zad, pec'het em eus a-enep an neñv hag a-enep dit, 19 n'on ken din da vezañ galvet da vab; degemer ac'hanon evel unan eus da vevelien.