Luke 12:51-53

Breton(i) 51 Krediñ a rit on deuet da zegas ar peoc'h war an douar? Nann a lavaran deoc'h, met kentoc'h an dizunvaniezh. 52 Rak en amzer da zont, en un ti, e vo pemp dizunvanet, tri a-enep daou, ha daou a-enep tri. 53 An tad a vo a-enep ar mab hag ar mab a-enep an tad, ar vamm a-enep ar verc'h hag ar verc'h a-enep ar vamm, ar vamm-gaer a-enep ar verc'h-kaer hag ar verc'h-kaer a-enep ar vamm-gaer.