Luke 12:1-3

Breton(i) 1 War gement-se, ar bobl o vezañ en em zastumet dre vilieroù, ken ma kerzhent an eil war egile, Jezuz en em lakaas da lavarout d'e ziskibien: En em virit dreist-holl eus goell ar farizianed, da lavarout eo ar pilpouzerezh. 2 N'eus netra goloet na vo dizoloet, ha netra kuzhet na zle bezañ anavezet. 3 Dre-se, an traoù ho po lavaret en deñvalijenn a vo klevet er sklêrijenn, hag ar pezh ho po lavaret er skouarn er c'hambroù, a vo prezeget war lein an tiez.